Pajenn:Canticou spirituel evit ar Missionou, retrejou, ha communion ar vugale.djvu/60

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
54
Canticou spirituel.



SEITECVET CANTIC.
Quelennadurez an Dud Yaouanc.
Var an ton ordinal.


Selaouit, tud yaouanq,
Va c’helennadurez,
Oc’h oad, allas ! a ranc
Scol ha descadurez :
Clevit eta va c’hentel,
Fur eo meurbet ha santel,
Evit en honestis
Ha gant an dud enoret,
Ha gant ho Toue caret,
Tremen ho yaouanqis.

Me fell din e carrac’h
Dreist pep tra oc’h enor,
Ha juridic er mirrac’h
Evel oc’h ol tenzor :
An aour, an diamanchou,
Ar guenet, an talanchou
Evit an dud yaouanc
O deus collet o enor,
N’o deveus mui a zecor,
N’int nemet pry ha fancq.

Ur pez aour dislivet
Collet e oll eclat ;
Ur goz fleuren gouenvet
Collet oll e c’huez-mad ;
Un den collet e fortun
N’eo anzavet gant nicun ;
Disenor e oll dud ;
Mez ar c’hanton, farç ar vro,