Pajenn:Canticou spirituel evit ar Missionou, retrejou, ha communion ar vugale.djvu/64

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
58
Canticou spirituel.



O Tadou ha Mamou,
Dre’r gomplesanç funest
Da heul goal gustumou,
E c’hastennit cabest
Var o mouë d’ho pugale ;
An eil rum hac eguile
Assambles e veuzit,
Bugale, Mamou, Tadou,
En ifern a diadou,
Assambles e quezit.

Clêvit, Tadou, Mamou,
O tremen, me ho ped,
Ur gueric pe zaou
A gonsecanç meurbet :
Dalc’hit var ho pugale,
Ha grit eün dezo bale ;
Mam a re lez hê merc’h
A vezo mam reuseudic ;
Tad a re lez e vabic
A vouelo var e lerc’h.

Pep tra tout er bed-mâ,
En e gondition,
Evit e zigama,
A ranc correction.
Ar c’hoad a ranc ar vouc’hal,
An ouarn ar Marichal,
Crouadur guyalenn ;
Et recour eo touch dezàn,
E goll espern anezàn,
E vuez eo quelenn.

O ! eürus an tad
A zuch e grouadur ;
Va bennos d’ar vam vad
A savo ur verc’h fur ;