Pajenn:Carnac - Mis Calon Sacret Jesus.djvu/25

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

« Me Halon divin e zou quel Icen a garante eit en dud hag eit id e special, o me merh, emé Jesus, ma n’hell mui derhel cuhet er flamm ag er garante-ze. Dre ha secour e vennan hi streauein parlout, ha disquein d’en dud hi hanauein, acelfin m’hum binhuiqueint ag e zrezolieu, de laret-e, er graeceu a san- teleah capabl de salvein er bed pehani hum gol. Deustou ma ne hes merit erbet ha ma ne houyes nitra, me mes ha choejet eit accom- plissein un cevr quer consequant, acelGn ma huelou en ol penaus e ma me e hra tout. »

Ha quenteh Jesus e houlennas he halon guet Margarit-Mari , pehani er supplias d’er hemer. Ean el laquas en e Galon adorabl eit en intannein el e gani , hag a p’el laquas en e leh en dro, ean e laras : « Che, me merh caret, un arres precius a me harante. Laqueit e mes en ha goste, eitchervij d’id de galon, ur fulen ag en tan-flamm a me harante pehani ne vouguei jamais. Eit inerch a huirione me honzeu, deustou ma ne gavei gouli erbet ar ha goste, te santei er sort un droug inou epad ha vuhe. A ziar hinihue, m’ha quemer eit discipl caret me Halon. »

En apparition-ze, eme Margarit-Mari, e badas un herrad vad amzer : ne houyen ha me