Pajenn:Catechis, 1814.djvu/10

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Art. III.


An Autrou Derrien, hon Imprimêr e Quemper, hac an Autrou Ledan, hon Imprimêr e Montroulez, a autorisomp hepquen da imprima ha da zistribui : an Autrou Derrien, ar Chatechis gallec ha brezonec eus ar c’hanton Guemper, hac ar C’hatechis gallec eus ar c’hanton Leon ; hac an Autrou Ledan, ar C’hatechis brezonec eus ar c’hantoniou Leon ha Treguer.

Hac ar Mandamant-mâ a vezo lennet er Prôn eus an Oferen-bred, er Sul quenta goude ma vezo bet recevet.

Roet e Guemper, en unnecvet devez a vis Eaust 1814.

† P. V. Escop a Quemper.
Dre an Autrou’n Escop,
Le Clanche, Chalony Secretour.