Pajenn:Catechis, 1814.djvu/119

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
115
Pedennou epad an Ofern.

eus a dre da zaouarn ar pez ec’h eus laëret, hac etre ho re-hu, ma Doue, e lacan a neve ma c’halon.


Epad Sanctus.


Enoc’h hepquen, ma Doue, e tleomp esperout : c’hui hepquen a dleomp da servicha. Ren a ret en En dre ho cloar, ren a ret en Ifer dre ho justiç, ren a ret er Bed oll dre hoc’h oll galloud, renet ive em Ene dre ho madelez, ha dre ho touçder.


Goude Sanctus.


Pa sellan oc’h Mene Calvar, pa velan Christ maro er groas, e credan parfet, ma Doue, eo permetet din esperout pep tra digant ho trugare. Ho quelet a ran, ma Saver, var Mene Calvar, e pehini e teuzoc’h da vervel dre garante, ha d’en em garga a volonte vad da satisfia hoc’h-unan d’an Tad eternel evit ar bec’herien. Oan divlam, cuzet a resoc’h en ur fæçon bennac ho santelez, oc’h em c’holo eus hor pec’hejou. Injustiç ar Varnerien, crueldet ar Vourrevien, outrajou ar Bobl revoltet ne voent quet capabl da vouga an tan eus ho carante truezus, pehini a ree deoc’h en em lacaat hoc’h-uhan etre daouarn hoc’h adversourien. Ne fallas quet deoc’h e vise manquet netra en ho sacrifiç. E achui a resoc’h dre ho maro. Dont a ran hirio da guemesq ma dazrou gant ho Coad precius. E quichen troad ho Croas e clascan cousolacion ha sicour.

H ij