Pajenn:Catechis, 1814.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
Catechis.


R. Ret eo ober Sin ar Groas gant devotion, da vintin pa ziuner, da nos pa zer da gousquet, e commançamant ar pedennou hac an actionou principala, pa ver tentet pe exposet da un danger bennac.





AN EIL CHABIST.
Eus a Zoue hac ar principala Misteriou eus ar Feiz.


Ar guenta Quentel.
Eus a Zoue hac e Berfectionou.


G. PEtra eo Doue ?

R. Ur Speret infinimant parfet, Crouer ha Mestr absolu da guement tra so.

G. Hag-èn so oc’hpenn un Doue ?

R. Salocraç n’eus nemet un Doue, ha n’all bea nemet unan.

G. Perac e leveret-hu eo Doue ur Speret ?

R. Rac n’en deus na corf, na liou, na figur, ha n’ell quet bea anaveet dre ar squianchou naturel.

G. Perac e leveret-hu eo Doue infinimant parfet ?

R. Rac m’en deus an oll perfeccionou, ha n’eus fin ebet deo.

G. Pere eo Perfeccionou Doue ?