Pajenn:Catechis, 1814.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Pere so ar re barfeta eus a guement so bet crouet gant Doue ?

R. An Ælez hac an dud.




AN EIL QUENTEL.
Eus an Ælez hac eus an Drouc-Sperejou.


G. PEtra eo an Ælez ?

R. Sperejou pur crouet gant Doue evit ober ar pez a c’hourc’hemen.

G. Ha quendalc’het o deus-hi oll er stad a c’hraç e pehini oant bet crouet ?

R. Salocraç, darn aneo odeus quendalc’het, darn all so couet dre o orgouil.

G. Penaus e c’hanver ar re o deus dalc’het er stad a c’hraç ?

R. O henvel a rer an Ælez, an Ælez-mat.

G. Penaus e c’hanver an Ælez so couet eus ar stad a c’hraç ?

R. O henvel a rer an Drouc-Ælez, an Drouc-Sperejou, an Diaoulou.

G. Penaus so bet punisset an Drouc-Ælez ?

R. Doue en deus o chasseet eus an En, ha taulet en Ifern, e pehini e anduront poaniou eternel.

G. An Ælez-mat ha n’odeus-hi quet un dra bennac da ober en hor c’henver-ni ?