Pajenn:Catechis, 1814.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Eus a netra.

G. Pehini eo brassa enor e deus an Ene ?

R. Da vea bet crouet henvel oc’h Doue, da lavaret eo, abalamour ma eo ur Speret immortel, capabl da anaout ha da garet Doue.

G. E pe stad e crouas Doue Adam hag Eva ? R. En ur stad santel hag eürus eus a pebini e couezzont buhan dre o disobeissanç.

G. Piou o alias da zisobeissa da Zoue ?

R. An Drouc-Speret.




AR BEDIRVET QUENTEL.


Eil Articl. Me gred e Jesus-Christ e Vap unic hon Autrou.

Trede Articl. Pehini so bet concevet dre vertu ar Speret-Santel, ganet gant ar Verc’hes Vari.

Pevare Articl. En deus gouzanvet dindan Ponç-Pilat, so bet crucifiet, maro ha sebeliet.


G. PEtra eo Jesus-Christ ?

R. An eil Ferson eus an Dreindet, Map Doue en em c’hret Den evidomp.

G. Perac en hanvet-hu Map unic ?