Pajenn:Catechis, 1814.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Disclcriet din ar c’homsou-màn : Me gred er Speret-Santel ?

R. Da lavaret eo, me gred eus un trede Person e Doue, hanvet ar Speret-Santel, pehini a zeu eus an Tad hac eus ar Map.




AR C’HUEC’HVET QUENTEL

.

Naovet Articl. Me greed an Ilis Santel Catholic.


G. PEtra eo an Ilis ?

R. Un assamble eus ar Gristenien fidel gouarnet gant hon Tad Santel ar Pap ha gant an Esquibien.

G. Digant piou o deus ar Pap hac an Esquibien ar galloud d’a [sic] chouarn an Ilis ?

R. Digant Jesus-Christ o deus ar galloud-ze, digant-tàn [sic], o deus e recevet, hac en e hano en exerçont.

G. An Ilis hac-hi e deus ur penn i[n]visibl, da lavaret eo, ur penn ne veler quet ?

R. Ya, an Ilis e deus ur penn invisibl ; pehini eo hor Salver Jesus-Christ.

G. An Ilis ha ne deus-hi quet ur penn visibl, da lavaret eo ur penn a aller da velet ?

R. Ya, hon Tad Santel ar Pab eo ar Pen visibl eus an Ilis.

G. Hac-èn so oc’hpen un Ilis ?