R. Salocraç, n’eus nemet unan, hac an nep ne ma quet en Ilis-ze, n’ouffe quet bea salvet.
G. Pehini eo an Ilis-ze ?
R. An Ilis Catholic, Apostolic ha Romen.
G. Perac e leveret-hu eo an Ilis Catholic ?
R. Rac ma eo bet abaoue Jesus-Christ e pep amser, e pep bro, hag a beb seurt tud, hac e vezo bete fin ar bed.
G. Perac e leveret-hu eo an Ilis Apostolic ?
R. Rac ma talc’h mat d’ar Greden so bet desquet dei gant an Ebestel, ha ma eo gouarnet gant an Esquibien so deut dioc’h-tu, en eil goude eguile, abaoue an Ebestel bete bremàn.
G. An Ilis Catholic perac eff-hi hanvet Ilis Romen ?
R. Abalamour Ilis Rom so Mam an oll Ilisou, ar Penn hac ar Galon eus ar Greden gommun.
G. Hac an Ilis a ell fazia en ur poent bennac ?
R. Salocraç, an Ilis na ell quet fazia e poent ebet, rac m’en d’eus prometet Jesus-Christ chom bete fin ar bed gant e Ebestel ha gant an Esquibien var o lerc’h.