Pajenn:Catechis, 1814.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Ya, nemet ar Vadiant, ar Gonfirmacion hag an Urz, pere n’aller receo nemet ur vech, rac ma imprimont caracter.

G. Petra eo ar c’haracter-ze ?

R. Ur merc spirituel scrifet en Ene, pehini ne ell quet bea effacet, ha dre pehini omp consacret da Zoue en ur fæçon special.

G. Pet Sacramant-zo ?

R. Seiz : ar Vadiant, ar Gonfirmacion, Sacramant an Auter, ar Binigen, an Nouen, an Urz hag ar Briedelez.




AN EIL QUENTEL.
Var ar Vadiant.


G. PEtra eo ar Vadiant ?

R. Ur Sacramant eo pehini a effaç ar Pec’het original, hag hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis.

G. Da betra en em oblijomp-ni dre ar Vadiant ?

R. Da gredi e Jesus-Christ, ha da heulia e exemplou.

G. Da betra e renonçomp-ni en hor Badiant ?

R. D’an Drouc-Speret, d’e bombançou ha d’e euvrou.