R. Pep den, quen goaset, quen merc’het, a ell badea e cas a necessite ; mæs pa ne ve quet necessite, ur Belec hepquen ha [sic] dle e ober.
G. Perac e roer ur Paëron hag ur Vaërones d’an hini a ve badeet ?
R. Evit ma teui ar Paëron hag ar Vaërones da gretaat evit o Fillor pe o Fillores, ha ma raïnt deo miret promessaou o Badiant.
G. PEtra eo ar Gonfirmacion ?
R. Ur Sacramant eo pehini a ro deomp ar Speret-Santel gant an abondanç eus e c’hraçou, evit hon renta Christenien barfet.
G. Penaus e ra-en Christenien barfet ac’hanomp ?
R. O creaat ennomp graç hor Badiant, hag o rei deomp nerz da anzao ar Feiz dirac an oll, memes gant danger hor buhe.
G. Pet seurd disposicionou so necesser evit receo erfat ar Gonfirmacion ?
R. Daou seurd so; darn evit ar c’horf, ha darn evit an ene.
G. Pet disposicion so evit ar c’horf ?