e Oad dindan ar speç eus a Vin ?
R. Jesus-Christ a so oll dindan pep hini eus ar speçou, hag oll dindan pep parti eus ar speçou.
G. Perac leveret-hu ema Jesus-Christ oll dindan pep-hini eus ar speçou ?
R. Abalamour Jesus-Christ so eno leun a vuhe; hag evelse e Gorf, e Oad hag e Ene n’ellont quet bea dispartiet.
G. Pa dor ar Belec an Hosti consacret, ha terri a ra-en ive Corf Jesus-Christ ?
R. Salocraç, ne dor nemet an apparançou eus ar bara.
G. PEre eo an disposicionou necesser evit communia erfat, da lavaret eo, evit receo erfat Sacramant an Auter ?
R. Daou seurd so; darn evit ar c’horf, ha darn evit an ene.
G. Pet disposicion so evit ar c’horf ?
R. Diou so dreist an oll.
G. Pehini eo ar guenta ?
R. Ret eo bea var yun, da lavaret eo, hep bea na debret nac efet abaoue anter-nos, nemet pa gommunier en ur c’hlenvet dangerus.