Pajenn:Catechis, 1814.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




AN NAOVET QUENTEL.

Var ar Binigen.


G. PEtra eo ar Binigen ?

R. Ur Sacramant eo dre pehini eo effacet ar pec’hejou commetet goude ar Vadiant.

G. Ha necesser eo ar Binigen evit bea salvet ?

R. Ya, d’ar re o deus grêt ur pec’het marvel bennac, goude o Badiant.

R. Ar re a dosta oc’h Sacrarnont ar Binigen, hag-hi a receo oll ar pardon eus o fechejou ?

R. Salocraç, mæs hepquen ar re a dosta gant an disposicionou ñecesser.

G. Petra renq pep-hini da ober evit receo erfat Sacramant ar Binigen ?

R. Pemp tra. Da guenta, examina e goustianç. D’an eil, cahout ur guir glac’har da vea offancet Doue. D’an drede, ober ur propos ferm n’en offanço mui. D’ar bevare, coës e oll pec’hejou da ur Belec approuvet. D’ar pempet, bea resolvet mat da satisfia da Zoue ha d’an Nessa.

G. Petra dleomp-ni da ober abars examina hor c’houstianç ?

R. Ret eo goull oc’h Doue ar c’hraç da