Pajenn:Catechis, 1814.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AN DECVET QUENTEL.
Var ar Gontricion.


G. Pet parti so e Sacramant ar Binigen ?

R. Teir so. Ar Gontricion, ar Goëssion hag ar Satisfaccion.

G. Petra eo ar Gontricion ?

R. Ur glac’har er galon, hag ur gassoni oc’h ar pec’het commetet, gant ur propos ferm d’en hem viret oc’h ar pec’het en amser da zonet.

G. Pet condicion so necesser evit ur guir Gontricion ?

R. Pedir ; ar Gontricion a dle bea interior, surnaturel, souveren hag universel.

G. Petra ententet-hu pa leveret e tle ar Gontricion bea interior ?

R. Me entend e tle bea er galon ha non pas var bec an teod.

G. Petra ententet-hu dre ar Gontricion surnaturel ?

R. Me entend n’ellomp quet cahout ur guir glac’har nemet dre c’hraç ar Speret-Santel, hac ar glac’har-se a dle bea evit ur ræson bennac desquet deomp dre ar Feiz, evel ma eo, rac ma tisplich ar pec’het