Pajenn:Catechis, 1814.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Christ d’am pardoni. Me bromet, gant sicour ho craç, n’hoc’h offancin birviquen mui (pa ne ver quet o coës, e coëssaïn quenta ma hillin), hag e rin pinigen.




AN DAOUZECVET QUENTEL.
Var ar Goëssion.


G. PEtra eo ar Goëssion ?

R. Un accusacion pehini a reomp eus hon oll bec’hejou d’ur Belec approuvet, evit cahout an absolven aneo.

G. Ma teu un den, gant e anaoudegues, da guzet ur pech’et marvel oc’h e Goëssour, pe mar en deffe e ancoët, defaut n’en deus examinet mat e goustianç, hag-en a raë ur Goëssion vat ?

R. Salocraç ur sacrileich a raë.

G. An hini en deffe grêt ar sacrileich-se, petra ve ret dean da ober ?

R. Ret e ve dean commanç a neve ar Goëssion-ze, hag ar re en deus grêt goude, ha coës oc’hpenn ar sacrileich en deffe grêt.

G. Ar re o deus en hem examinet mat, hag o deus cousgoude ancoët ur pec’het grevus bennac en o C’hoëssion, da betra int-hi obliget ?

R. Obliget int da goës ar pec’het-ze.