Pajenn:Catechis, 1814.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AR PEMZECVET QUENTEL.
Var ar Satisfaccion.


G. HA-ni a ell satisfia da Zoue dre an Induljangou ?

R. Ya, satisfia a ellomp da Zoue dre an Induljançou.

G. Petra eo an Induljanç ?

R. Ar remission eus ar poaniou temporel a veritomp c’hoas evit hor pec’hejou, petra bennac ma int effacet.

G. Penaus e teu an Induljançou da rei ar remission eus ar boan temporel-se ?

R. Oc’h ober deomp beza participant e Satisfaccionou Jesus-Christ, e meritou ar Verc’hes hac ar Sænt.

G. Pa ro an Ilis Induljançou d’ar Gristenien, hac he intancion eo o dispanci da ober pinigen ?

R. Salocraç, n’ê quet intancion an Ilis dispanci e bugale da ober pinigen, mæs hepquen o sicour er pez n’ellont quet da ober.

G. Petra renquer da ober evit gounit an Induljançou ?

R. Ret eo caout ur guir glac’har eus e oll bec’hejou, hac ober oll quement so ordrenet gant an Ilis.