Pajenn:Catechis, 1814.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. An oll Gristenien hac-i a brofit eus an Induljançou an eil quement evel d’eguile ?

R. Salocraç, ne brofit pep-hini eus an Induljançou, nemet hervez e zisposicionou.




AR C’HEZECVET QUENTEL.
Var an Nouen.


G. PEtra eo Nouen ?

R. Ur Sacramant eo instituet gant hor Salver Jesus-Christ, evit soulajamant spirituel ha corporel an dud clan.

G. Pe seurt soulajamant spirituel a ro an Nouen d’an dud clan ?

R. Tri seurt. Ar c’henta, effaci a ra ar rest eus ar pec’hejou, hac ar pec’hejou memes, mar deus c’hoas unan bennac da effaci. An eil, rei a ra nerz henep tentacionou an drouc-speret, hac a enep ar spont eus ar maro. An drede, creaat a ra an den clan er Feiz, ha lacaat en e galon un desir hac un esperanç ferm da velet Doue.

G. Penaus e teu an Nouen da soulagi corf an den clan ?

R. O rei ar yec’het d’ar c’horf, mar be guell dirac Doue, da silvidiguez an ene.

G. Petra dle un den clan da ober evit en em zisposi da receo an Nouen ?

R. Coës a dle, mar ema e stad a be-