Pajenn:Catechis, 1814.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AR SEITECVET QUENTEL.
Var an Urz hac ar Briedelez.


G. PEtra eo an Urz ?

R. Ur Sacramant eo pehini a ro d’an dud a Ilis ar galloud da ober o c’harg, hag ar c’hraç d’e ober erfat.

G. Digant piou o deus bet an dud a Ilis ar galloud ?

R. Digant Jesus-Christ, pehini en deus e roet d’e Ebestel hac an Ebestel d’ar re-all.

G. Petra eo ar Briedelez ?

R. Ur Sacramant eo pehini a ro da zaou bried ar c’hraç da veva erfat er stad-ze, ha da vaga o bugale e doujanç Doue.

G. Pere eo an disposicionou necesser evit receo erfat ar Sacramant-màn ?

R. Teir brincipal-zo. Ar c’henta, bea galvet gant Doue evit ar stad-ze. An eil, bea e stad a c’hraç. An deirvet, cahout bolonte da servicha Doue er stad-ze, ober euvrou mat, ha miret ur vodesti bras.

G. Pere eo deverou daou Bried an eil e quenver eguile ?

R. Da guenta en em garet hac en em sicour en o ezomou. D’an eil, anduri gant paciantet an eil defautou eguile. D’an drede, rei d’o bugale un descadures christen.