Pajenn:Catechis, 1814.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AN EIL GUENTEL.
Var ar Gourchemenn quenta.


Un Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri.


G. PEtra ordren deomp-ni ar Gourc’hemenn quenta ?

R. Ordren a ra deomp adori un Doue hepquen, hac e garet dreist pep-tra.

G. Petra eo adori Doue ?

R. E enori hac e servicha evel hor C’hrouer hac hon Autrou souveren.

G. Ha ni so obliget da ober alies Actou a Adoracion ?

R. Ya, obliget omp da adori Doue alies, ha dre eno e tleomp commanç hor pedennou hac hon oll devocionou.

G. Grêt un Act a Adoracion.

R. Me hoc’h ador, ma Doue. Me hoc’h ene evit ma C’hrouer ha ma Mæstr souveren. C’hui hoc’h eus roët din quement mad am eus. O lacaat a ràn oll etre ho taouarn, hac en em offr a ràn ma-unan evit ho servicha e pep tra, hac epad ma buhe.

G. E pet fæçon e pec’her a enep an Adoracion so dleet da Zoue hepquen ?

R. E teir fæçon : dre Idolatri, dre de-