Pajenn:Catechis, 1814.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

faut respet, ha dre supersticion.

G. Penaus e pec’her dre Idolatri ?

R. O renta da draou crouet an enor hac ar servich n’int dleet nemet da Zoue.

G. Penaus e pec’her dre defaut respet ?

R. O tisprisout pe oc’h ober goall usach eus an traou sacr, evel ma eo ar Sacramanchou, an Ilisou, ar Relegu, an Dour benniguet, an Imachou, etc.

G. Penaus e pec’her dre supersticion ?

R. O lacat e fianç e certen comsou pe traou inutil, n’int quet approuvet gant an Ilis.

G. Ar re en em servich eus a gomsou pe eus a draou-all pere n’o deus vertu ebet anezo o-unan, evit guellaat d’an dud pe d’al lonet, hac-hi a bec’h dre supersticion ?

R. Ya, pec’hi a reont dre supersticion, quercouls hac ar re a gred eus devesiou eürus ha maleürus, ar Sorcerien, ar Vagicianet, an Devinourien, hac ar re a c’houll cusul out-o.




AN DEIRVET QUENTEL.
Var ar Gourchemenn quenta.


G. HA difennet eo dre ar Gourc’hemenn quenta enori ar Sænt ?

R. Salocraç, rac ne adoromp quet ar