Pajenn:Catechis, 1814.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sænt, mæs hepquen o enori a reomp evel mignonet da Zoue.

G. Ha mat eo pedi ar Sænt ?

R. Ya, mat ha profitabl eo enori ar Sænt, abalamour ma c’houllont evidomp, hag assambles ganeomp , dre veritou Jesus-Christ, ar graçou eus a bere hon eus ezom.

G. Ha ne adorer quet ar Verc’hes ?

R. Salocraç, ne adorer nemet Doue hepquen. Brassoc’h enor cousgoude a renter d’ar Verc’hes evit d’ar Sænt, rac ma eo Mam da Jesus-Christ.

G. Ha permetet eo enori Relegou ar Sænt ?

R. Ya, abalamour Relegou ar Sænt zo ar rest precius eus a Gorfou pere so bet epad o buhe Templou ar Speret-Santel, hag a dle ressuscita leun a c’hloar.

G. Ha-ni a ell enori ar C’hroasiou hag Imachou ar Sænt ?

R. Ya, ur c’hustum mat ha devot eo o enori.

G. Perac e vouchomp-ni d’ar Groas, perac he zaludomp-ni hag en em tolomp-ni d’an daoulin dirazi ?

R. Abalamour ma represant Jesus-Christ crucifiet.

G. Perac e vouchomp-ni da Imachou arD iij