Pajenn:Catechis, 1814.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sænt, hag en em lequeomp var hon daoulln dirazo ?

R. Evit enori ar Sænt a represantont.




AR BEDIRVET QUENTEL.
Var an eil Gourchemenn.


Hep caus e Hano ne doui quet,
Nag ive netra eus ar bed.


G. PEtra a zifen Doue ouzomp-ni dre an eil Gourc’hemenn ?

R. Tri zra. Da guenta, touet hep ræson. D’an eil, blasphemi. D’an drede, ober goall bedennou.

G. Petra eo touet ?

R. Quemeret Doue, pe un dra bennac da dest eo guir ar pez a lavarer.

G. E pet fæçon e pec’her o touet ?

R. E teir feqon. Ar guenta eo touet a enep ar virione, ar pez so hanvet fals ledouet. An eil, touet gant guirionez, mæs hep necessite. An deirvet, touet ober drouc.

G. Ha permetet eo avechou touet ?

R. Ya, evel pa ra ar Barner sevel an dorn evit renta testeni d’ar virione.

G. Petra eo ar Blasphem ?

R. Ur goms injurius da Zoue, pe d’ar Sænt, pe d’an traou sacr.