Pajenn:Catechis, 1814.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Ar re o deus disprisanç evit-o, a ra goab aneo, hag a vrud o defautou.

G. Pere a vanq da senti oc’h o Zat hag oc’h o Mam ?

R. Ar re ne reont quet ar pez a ordrenont, pe n’er greont nemet gant desped hag en ur c’hrognal.

G. Pere a vang [sic] da soulagi [o] Zad hag o Mam ?

R. Ar re o dilez en o faourente pe en o c’hosni, pa ellont o sicour ; pe mar o sicouront, er rebech deo.

G. Pere e vanq choas da soulagi o Zat hag o Mam ?

R. Ar vugale n’o deus quet a sourci da lacat rei deo ar Sacramanchou, pa int goall glan, ha ne bedont quet evit-o goude o maro.

G. Pehini eo recompanç ar vugale a vir ar Gourc’hemenn-màn ?

R. Ar vuhe eternel, hag ur vuhe hir var an douar, mar servich d’o silvidiguez.

G. Pehini eo punicion ar vugale ne viront quet ar Gourc’hemenn-màn ?

R. Tenna var o fenn mallos o Zat hag o Mam, hag hini Doue.

G. Hag obliget eo ar vugale da senti oc’h Tad ha Mam, pa ordrenont traou a enep Lezen Doue ?