Pajenn:Catechis, 1814.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Da betra eo obliget ar re so cassoni etrezo ?

R. Obliget int d’en em bardoni, ha da veza a-unan quenta ma allint.

G. Petra so choas difennet dre ar Gourc’hemenn-man ?

R. Difennet eo lacat an Nessa da bec’hi dre goall-alliou ha goall exemplou, o lavaret pe oc’h ober dirazan un dra bennac zo caus pe occasion dezan da offanci Doue.

G. Hac ur pec’het bras eo ar goall exempl ? R. Ya, Jesus-Christ en deus lavaret mallos d’an hini a ro goall exempl.




AN NAOVET QUENTEL.
Var ar c’huec’hvet hac an naovet Gourc’hemenn.


6. Lubric na vezi nepret,
Didan boan da veza daonet.

7. Ne c’hoanta dre luxur pec’hi,
Nac e sonch vil n’en em bligi.


G. PEtra difen Doue dre an daou Gourc’hemenn-màn ?

R. Difen a ra ar c’homsou hac an traou dishonest, hac en ur guer, quement tra a denn d’al lubricite.