Pajenn:Catechis, 1814.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Ha Doue ne zifen nemet ar c’homsou hac an traou dishonest ?

R. Difen a ra ive af sonjou hac an desirou vil.

G. Ar sonjou hac an desirou vil hac-hi so ato pec’het ?

R. Ya, mar quemerer plijadur enno, pe ma n[’]o chasseer pront, petra bennac ne rer quet ar pez a zezirer.

G. Pere eo an occasionnou a denn peurvuia d’al lubricite ?

R. Meur a hini so. Ar guenta, ar feneantis. An eil, compagnunez an dud libertin bac ar re a lavar comsou vil. An deirvet, re a zarempret etre goazet ha merc’het. Ar bedirvet, al leoriou fall, an dançou, hac ar guiscamanchou debordet.

G. Pere eo ar remejou evit en em ziouall dioc’h ar pec’het vil ?

R. Pevar brincipal so. Ar c’henta, lacat evez ouzomp hon-unan, ha suja hor pemp squiant, ispicial hon daoulagat. An eil, pedi Doue, coës, Sacramanti alies, ha beza devot d’ar Verc’hes. An drede, pellaat pront ar sonjou vil eus hor speret. Ar bevare, tec’het pront dioc’h an occasionou a denn d’ar pec’het vil-ze.