Pajenn:Catechis, 1814.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

hor Salver, hac evit en em zisposi dre ar binigen da santifia ar Sul.

G. Peseurt intancion a dleomp-ni da caout pa yunomp ha pa reomp vigil ?

R.Intancion da satisfia da Zoue evit hor pec’hejou.

G. Ha bras pec’het eo mancout da yun ha da ober vigil ?

R. Ya, nep a dorr ar Gourc’hemennou-ze n’ê quet dibec’h dirac Doue.




AR SEIZVET CHABIST.
Var ar Beden.


AR GUENTA QUENTEL.


G. PEtra eo pedi Doue ?

R. Sevel hor speret hac hor c’halon varzu Doue evit e adori ha goull outân e c’hraçou.

G. Ha ret eo pedi Doue ?

R. Ya, ar Beden so unan eus hon deverou principala.

G. Penaus e renquer pedi ?

R. Gant attancion, gant humilite, gant fianç ha pedi en hano Jesus-Christ, mar fell deomp e cleffe Doue oc’h hor pedennou.