Pajenn:Catechis, 1814.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Peur e tleomp-ni pedi ?

R. Liessa ma ellomp; mæs dreist pep tra da vintin ha da nos, quent ha goude ar pred, pa vemp en Offern hac en Offiç Divin, ha pa vemp tentet da bec’hi.

G. Petra dleomp-ni da c’houll oc’h Doue er Beden ?

R. Ar pez so mat evit e c’hloar, hor silvidiguez hac hini an Nessa.

G. Ha ni a ell goull traou terrien, evel ur vuhe hir, ar yec’het, etc. ?

R. Ya, mar o goullomp en intancion vat, hac o lavaret a galon, mar deo ho polonte, ma Doue.




AN EIL GUENTEL.
Var ar Bater, hanvet Peden hor Salver.


G. PEhini eo ar gaëra hac an excellanta Peden ?

R. Ar Bater hanvet peden hor Salver ; rac ma eo hor Salver en deus-hi grêt.

G. Leveret ar Bater e Latin ?

R. Pater noster..... E fin ar Ch’atechis.

G. Leveret ar Bater e Brezonec ?

R. Hon Tad..... E fin ar C’hatechis.

G. Ha ret eo deomp-ni gout Bater el langach a ententomp ?

R, Ya, ret eo deomp e gout, hac