Pajenn:Catechis, 1814.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e lavaret alies er fæçon-ze.

G. Perac e fell da Zoue te hanfemp hon Tad ?

R. Evit disqui deomp e tleomp caout ar memes fianç ennan evel en deus ur c’hraouadur en e Dad.

G. Perac e levromp-ni hon Tad, ha non pas ma Zad ?

R. Rac ma zomp oll breudeur, ha ma tleomp pedi an eil evit eguile.

G. Perac e leveromp-ni : Hon Tad pehini so en En, pa ema Doue e pep lec’h ?

R. Abalamour petra bennac ma ema Doue e pep lec’h, an En so evel an Tron eus e c’hloar.




AN DEIRVET QUENTEL.


G. PEt Goulen so er Bater ?

R. Seiz.

G. Petra c’houllomp-ni oc’h Doue dre ar c’homsou-màn : Hoc’h hano bezet santifiet ?

R. Goull a reomp ma vo anaveet, servichet hac adoret gant an oll, hac ispicial ganeomp-ni.

G. Petra choulennomp-ni dre ar chomsou-man : Roët deomp ho Rouantelez ?

R. Goull a reomp ma reno Doue ennomp er bed-màn dre e c’hraç, ha ma rei