Pajenn:Catechis, 1814.djvu/8

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

hon devoa recevet gant an oll Esquibien, pell da renta æssoch an instruction, en devoa-hi rentet difficiloc’h. Cals eus ar Bastoret respectapla eus hon Escopty o devoa adresset deomp represantationou quer just, ma en em broposemp da ober, er C’hatechis-ze, cenchamanchou considerabl.

Mæs goude beza græt var quement-se reflexionou c’hoas seriussoc’h, hon deveus songet penaus ar voyen-ze n’en divige quet an effet a zesiremp evit instruction an dud fidel ; penaus ar voyen ar surra da gaout un issu mad en objet-se eus hor sourci pastoral, oa receo ar C’hatechismou pere a voa bet publiet gant an Esquibien hor predecessoret evit ar c’hantoniou differant a bere ez eo composet hirio Escopty Quemper.

An dud divar ar mæz a gavo dre eno ar facilite da veza ar c’henta mistri a religion eus o bugale. Hor c’hen-oberourien respectabl, eus a bere al labour hac