Pajenn:Catechis, 1814.djvu/81

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Un donæson digant Doue pehini a ra deomp cridi ferm an oll guirioneou proposet deomp gant an Ilis, rac ma eo Doue en deus-hi discleriet.

G. Ha necesser eo ar Feiz evit beza salvet ?

R. Ya, hep ar Feiz, n’ellomp na plijout da Zoue, na beza salvet.

G. Ha ni so obliget d’ober alies Actou a Feiz ?

R. Ya.

G. Gret un Act a Feiz.

R. Ma Doue, me gred ferm an oll Guirioneou hoc’h eus discleriet, hac a so proposet deomp gant an Ilis. Ho c’hredi a ràn, ma Doue, abalamour ma oc’h ar Virione memes, ha ne ellet nac en em drompla nac hon trompla.

G. E pet fæçon e pec’her a enep ar Feiz ?

R. E teir fæçon. Ar guenta eo mancout da gredi ur virione bennac proposet deomp gant an Ilis. An eil, difen gant aheurtamant ur fals greden control d’ar Feiz. An deirvet, doueti gant gouieguez var ur virione bennac eus ar Feiz, pe beza lezirec da zesqui ar Guirioneou necesser evit beza salvet.

G. Petra rencomp-ni da ober evit conservi ar Feiz ?

R. Ret eo ober tri zra. Ar c’henta,