Pajenn:Catechis, 1814.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Ur vertu eo dre pehini e reglemp hon actionou var ar pez so ræsonapla ha guella.

G. Petra eo ar Justiç ?

R. Ur Vertu eo pehini a ra deomp renta da bep-unan ar pez a ouzomp a apparchant ountan.

G. Petra eo an Nerz ?

R. Ur Vertu eo pehini a ra deomp ur gouraich ferm evit trec’hi an difficultèou a gaver o pratica ar mad, hac o veva herve Doue.

G. Petra eo an Temperanç ?

R. Ur Vertu eo pehini a ra deomp heul ur voderacion just e plijadurezou ar C’horf, ispicial en efa hac en dibri.

G. Ha n’eus quet c’hoas Vertuziou all necesser da ur C’hristen ?

R. Cals a so c’hoas a Vertuziou moral, evel ar Religion, an Humilite, an Douçder, ar Burete, ar Vodesti, ar Baorantet, etc.




AR PEMPET QUENTEL.
Var an Euvrou a Drugare.


G. HA ni so obliget d’ober Euvrou a Drugare ?

R. Ya, necesser eo evit beza salvet.