Pajenn:Catechis, 1814.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Petra eo an Orgouil ?

R. Un istim re vras evidomp hon-unan, pehini a ra deomp fiout re en hor galloud, disprisout ar re all, ha clasq sevel hueloc’h evit-o.

G. Petra eo an Avariç ?

R. Un desir direglet eus a vadou ar bed, ispicial eus an arc’hant.

G. Petra eo al Luxur ?

R. Ar pec’het vil pehini, hervez Sant Paul, ne dleffe quet beza hanvet etoues ar Gristenien.

G. Petra eo an Avi ?

R. Un dristidiguez eus a vad hon nessa, abalamour ma sonch deomp e vihana hon hini.

G. Petra eo ar Gourmandis ?

R. Un appetit direglet da zibri ha da efa.

G. Petra eo ar Goler ?

R. Ur valiç pront ha direglet, pehini hon laca da facha ha d’en em vengi.

G. Petra eo an Diegui ?

R. Un dic’houanteguez da servicha Doue, hac ul lezireguez d’ober e zever.