G. Petra eo poan ar speret ?
R. Da veza collet Doue ; Hac ar boan-ze eo ar vrassa eus an oll boaniou.
G. Petra eo poan ar c’horf ?
R. Da anduri quement-seurt poaniou so, ispicial da veza, losquet hep paoues.
G. An dud fall hac-ii so breman o lesqui c’horf hac ene ?
R. N'eus breman o lesqui nemet o ene, mæs goude ar Varn diveza e vo losquet ar c’horf quercouls hac an ene, hep confort nac esperanç ebet.
G. Perac e vo losquet corf an dud fall assambles gant an ene ?
R. P’en deus bet lod er pec’hejou var an douar, e tle cahout lod er poaniou an Ifern.
G. HAc an oll eneou, goude ar maro, a ya d’ar Barados pe d’an Ifern ?
R. Salocraç, cals a ya d’ar Purgator.
G. Petra eo ar Purgator.
R. Ur plaç leun a boaniou, e pehini eneou an dud just a beur-achu o finigen abarz mont d’ar Barados.
G. Pere eo an dud a ya d’ar Purgator ?