Pajenn:Catechis, 1814.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

R. Ar re n’o deus pec’het marvel ebet en heur ar maro, mæs n’o deus quet peur-satisfiet da justiç Doue.

G. Ha poaniou-bras a anduront-ii eno ?

R. Ya, o foaniou so bras, ha dreist oll boaniou ar bed-màn.

G. Hac-ii a ell beza soulaget en o foaniou ?

R. Ya, dre ar pedennou, an alusennou hac en euvrou mad a ra ar Gristenien var an douar, ispicial dre an Ofern, hac obliget omp dre garante d’o sicour.




AN UNNECVET CHABIST.
Var ar pez a rer bemde.


UR GUENTEL HEPQUEN.


G. PEhini eo ar voyen da guenderc’hel e dougeanç Doue ha da blijout dezan mui-oc’h-mui ?

R. Ober pep tra evit gloar Doue, memes an traou distera.

G. Och ober petra e fell deoc’h-hu cahout evelze merit bemde ?

R. Oc’h ober pep tra. O sevel dioc’h ar mintin, o labourat, o tibri, oc’h efa, o parlant, hac o cousquet.