Pajenn:Catechis, 1814.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

G. Petra dle ur C’hristen da ober pa zihun ?

R. Rei quer buhan e speret hac e galon da Zoue, o lavaret dezàn : me hoc’h ador, ma Doue, hac ho car a greis ma c’halon. Chetu me amàn evit ober ho polonte. Ha goude-ze e tle ober sin ar groas.

G. Petra dle en da ober goude beza guisquet e zillat ?

R. En em lacaat var e zaoulin , ha lavaret ar Beden dioc’h ar mintin… Er fin ar Chatechis.

G. Petra dle ur C’hristen da ober evit caout merit en e labour ?

R. Da guenta, offri e labour da Zoue abars e commanç. D’an eil, gouzaon, abalamour da Zoue, ar boan en deus en e labour. D’an drede, sonjal alies e Doue epad e labour.

G. Petra dle èn da ober evit caout merit o quemeret e brejou ?

R. Da guenta, o offri da Zoue. D’an eil, lavaret ar Benedicite ha graçou. D’an drede, mat e ve tremen hep un tam bennac a alfe da zibri.

G. Petra dle ur Christen da ober evit caout merit o parlant e compagnunez re-all ?

R. Da guenta, goull oc’h Doue ar c’hraç n’en offanço quet. D’an eil, dioual