Evit trugarecaat Doue.
M’ho trugareca, ma Autrou,
Evit hoc’h oll madelezou,
D’am beza crouet, conservet,
Prenet , en Ilis recevet ;
Dam beza henos conservet,
Ha dioc’h pep peril diouallet.
Evit, en em offri da Zoue.
Quement a rin, a livirin,
A songin hac a andurin,
Offri a ràn da c’hloar Doue,
Dreizoc’h, Mari, Mam a drue.
Evit prometi beza fidel da Zoue.
Me a bromet en em viret,
Gant graç Doue, dioc’h pep pec’het,
Hac ohservi lesen Doue,
Evit plijout d’e Vajeste.
Evit goull graç Doue.
O ma Jesus, sellet ouzin,
Roet din ar pez a fell din,
Roet din ar c’hraç d’ho caret bepret,
Hac ar c’hraç n’hoc’h offancin quet.
Evit pedi ar Verc’hes.
Guerc’hes Vari, Mam biniguet,
Var ma maro ma sicoucet ;
Guerc’hes Vari, Mam da Zoue,
Ho pet true o’ch ma ene.
Pajenn:Catechis, 1814.djvu/96
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ