G. Petra eure Adam ?
R. Dibri un tam aval.
G. Perac e voa pec’het deân dibri un tam aval ?
R. Abalamour ma oa difennet outân gant Doue.
G. Gred un act a fe voar Myster an Incarnation. ?
R. An eil Pherson eus an Drindet Santel,
Ar Verb divin, Map an Tad eternel,
A gredàn ferm a so en em c’hroet den,
Ma esperanç a so ennân epquen.
V Quentel.
Voar Myster hon Redamption, ha voar an Ilis.
G. HOn Salver Jesus-Christ hac en endeus soufret cals à boanio evidomp ?
R. Ya, ar re vrassân hac en e ine, hac en e gorf.
G. Evid petra en deus hon Salver soufret quement à boan, hac eur maro quen cruel ?
R. Evid disque dimp e garante hac enormite ar pec’het.
G. Pe da de e varvas hon Salver ?
R. Ar guener ar Groas.
G. Gred un act a fe voar Myster hon Redamption ?
R. Mên a gred fermamant ma Jesus douç ha mat,
Penos o c’heus scuillet evidon oc’h oll oat,
Ha nenn deus graç ebed, na merit na pardon
Nemert dre ho maro, ha dre ho passion.
G. Pe da de e ressuscitas hon Salver ?
R. Ar Sul Phasq dious ar mintin an drede de goude e varo.
G. Pe da de e pignas-ân en Eên ?
R. Ar Yaou Basq de Oel an Asçansion.