G. Pe da de e tisquennas ar Speret-Santel voar an Ebestel ?
R. Sul ar Pantecost.
G. Petra eo an Ilis ?
R. Аr Bopl Christen unisset assambles dre ar memeus fe, hac ar memeus Sacramancho, ha gouvernet gant ar Pap ha gant ar Esquibien.
G. Pet Ilis so ?
R. Nen deus nemet eur guir Ilis, en pehini epquen e c’heller en em sauvetaat.
G. Pehini eo ar guir Ilis ; en pehini epquen e c’heller enem sauvetaat ?
R. An Ilis Santel, Catholiq, Apostololiq ha Romæn.
G. Gred un act a fe voar an oll guirioneo eus ar fe en general ?
R. Mên a gred ferm, ô ma Doue,
An oll articlo eus ar fe :
Rac c’hui en deuss-e revelet,
Наc a so guirion pa gomset :
Наc an Ilis a bropos dîn
Аn articlo-se da gredîn.
VI Quentel.
Voar ar beden
G. PEtra dleomp-nîn da c’houlen ?
R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all approuvet gant an Ilis.
G. Leret ar Bater en Brezonec ?
R. Hon Tad pehini so en Eên, etc. (er fin ar C’hatechis)
G. Ous piou e consomp-nîn pa leromp hon Pater ?
R. Ous Doue.