G. En hano piou e tleomp-nîn pedi ?
R. En hano Jesus-Christ, ha dre e verito.
G. Hac en so mat ive pedi hac henori ar Sænt ?
R. Ya, abalamour ma int mignonet da Zoue, ha ma ellont hon sicour dre ho intercession.
G. Piou dimeus ar Sænt a dleomp-nîn da pedi, ha da henori muân voarlerc’h Doue ?
R. Ar Voerc’hes Vari, abalamour de c’halite à Vam da Zoue.
G. Pehini eo ar Beden agreaplân dar Voerc’hes ?
R. An Ave Maria, pehini a dle an oll da c’hout.
G. Leret an Ave Maria en Brezonec. ?
R. M’ho salud, Mari ; etc.
G. Leret din c’hoas un devotion agreabl dar Voerc’hes ?
R. An devotion deus ar Chapelet.
G. Penos e lerer ar Chapelet ?
R. Gredo a lerer oar ar Groas;
Eur Bater oar bep greunen vras :
Ha dre ma teu ar greun bian,
Eun Ave voar bep unan.
G. Нac en so necesser pedi ?
R. Ya, ar Beden eo unan dimeus hon brassân obligationou.
G. Pegouls e cleomp-ni pedi ?
R. En peb amser, ha principalamаnt dious ar mintin, ha dious an noz.