VII Quentel.
Voar Gourc’hemeno Doue, hac ar Vertuïo Theologal.
G. PEtra dleomp-nîn da ober ?
R. Ar pes so gourc’hemennet gant Doue, ha gant an Ilis.
G. Leret Gourc’hemenno Doue ?
R. Un Doue epquen a adori, etc.
G. Hac-ên so hini a c’hourc’hemenno Doue, impossibl da observi ?
R. Salocroas, nen deus hini, moïennant e c’hraç pehini a dleomp da c’houlen dre verito Jesus-Christ.
G. Нac-ên so red miret oll Gourc’hemenno Doue ?
R. Ya, ha manquout da unan, a so aoalc’h evid meritout an Ifern.
G. Petra eo ar Fe ?
R. Un donæson digant Doue dre pehini e credomp ennân, ha quement en deus revelet de Ilis.
G. Нac ên so necesser ar Fe evid beân salvet ?
R. Ya, anes ar Fe eo impossibl pligeout da Zoue.
G. Petra eo an Esperanç ?
R. Un donæson digant Doue dre behini e esperomp e c’hraç er bed-mân, hac e c’hloar er bed-all, dre verito Jesus-Christ hac hon œuvro mat.
G. Gred un act [a] esperanç ?
R. Ma Doue, ma oll esperanç,
Ennoc'h e mân ma oll fianç,