Pajenn:Catechis, 1815.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[xiij]
eus an Doctrin Christen.

G. Petra eo ar maro ?

R. Eur separation entre ar c’horf hac an ine.

G. Petra eo ar Jugeamant particulier ?

R. Ar setanç a ro Doue dan ine evel ma ve maro an den.

G. Petra eo ar Jugeamant general ?

R. Ar setanç public a brononço hon Salver d’an oll en fin ar bed.

G. Petra eo an Ifern ?

R. Eur prison effroïabl carguet a bep sort tourmancho eternell.

G. Petra eo ar Barados ?

R. Eur plaç delicius hac a evurusdet eternel o voelet Doue faç ous faç.

G. Petra so red da ober evid mont dar Barados ?

R. Observi Gourc’hemenno Doue, ha re an Ilis.


IX Quentel.

Voar ar Sacramancho.

G. Petra dleomp-nîn- da receo ?

R. Ar Sacramancho.

G. Penos e c’hell ar Sacramancho rei deimp-nîn ar c’hraç ?

R. Dre verito maro Jesus-Christ.

G. Pet Sacramant so en Ilis ?

R. Seiz, Badiant, Confirmation, Pinigen, Sacramant an Auter, Noüen, Urs, ha Priedeles.

G. Petra eo ar Sacramant à Vadiant ?

R. Eur Sacramant a effaç ar pec’het originel, hac hon gra christenien bugale da Zoue ha dan Ilis.

G. Petra eo ar Sacramant à Gonfirmation ?

R. Eur Sacramant a ro dimp ar Speret-Santel,