Pajenn:Catechis, 1815.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xv
eus an Doctrin Christen.

Doue, gant eur propos ferm nen deuer quen de offansi.

G. Gred un Act à Gontrition ?

R. Ma Doue,mên so glac’haret, etc. (er fin ar C’hatechis.)

G. Petra eo ar Govezion ?

R. Un ac’husation dimeus an oll bec’hejo dar C’hovezour, evid cavet an absolven ane.

G. Nep a nac’he eur pec’het marvel epquen er Govezion, hac-ên ve pardonnet deân e bec’hejo all ?

R. Salocroas, ober a raffe eur Govezion nul ha sacrilech.

G. Petra so red da ober quent ar Govezion ?

R. Examina ar gonscianç.

G. Peguement à boân a dleer da lacaat evid ober an examen à gonscianç ?

R. Quement hаc lacaffemp da ober un affer à gonsequanç.

G. Petra eo ar Satisfaction ?

R. Ar reparation dimeus an injur a rа аr pec’het da Zoue ha dan Nessân.

G. Нac ên so red ober ar binigen ordrenet gant ar C’hovezour ?

R. Ya, dindan boan à bec’het.

G. Petra eo ar Purgatoar ?

R. Eur plaç a boan destinet evit un amser dar re so maro en stat à c’hraç ha dleourien dar justiç divin.


XI Quentel

Voar Sacramant an Auter, hac ar Gommunion.

G. Petra eo Sacramant an Auter ?

R. Eur Sacramant en pehini e-mân en gui-