Pajenn:Catechis, 1815.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xvij




Cantic quent ar C’hatechis.

EN hano an Tad eternel
Jesus e Vap cœlestiel,
Наc ar Speret Santel ¡ve,
Tri Pherson er memeus Doue.
Reid-dîn ma Jesus biniguet,
Eur speret douç humbl ha parfæt,
Evid gallout disqui er-fat
Ar C’hatechis herve ma noat.
Reid-dîn ar c’hraç ma comprenîn
Ar pes a vo expliquet dîn,
Ha goude e moân disquet,
Ar c’haç den praticân bepret.



Goude ar C’hatechis.

M’Ho trugareca, ma Jesus,
Dimeus ho Toctrin precius ;
Ispicial eus an hinîn
A so bet disquet amân dîn.
Pardonet dîn, ô ma Autro,
Mo oll dissipationo ;
Na sellet quet ouzîn ; allas !.
Nen dôn nemert eur buguel c’hoas.
Eur c’hroüadur a vo collet
Mar goar ar mat, ha ne gra quet :
Dre ma tisquer dîn ho lezen,
Ma gred ive furroc’h Christen.

B