Pajenn:Catechis, 1815.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2
Treguer.


G. Petra dleomp-nîn da c’houlen ?

R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all aprouvet gant an Ilis.

G. Petra dleomp-nîn da ober ?

R. Ar pes so gourc’hemennet gant Doue, ha gant an Ilis.

G. Petra dleomp-nîn da receo ?

R. Ar Sacramancho.

G. Piou a dle ober ar c’hatechis en tuont dan dud a Ilis ?

R. An tado, ar mamo, ar mæstro, ar mæstreset hac ar re a ra scol.

G. Piou a dle assistâ er C’hatechis ?

R. Ar vugale, hac an dud vras pervuân.

G. Evid petra an dud vras ?

R. Evid empech da ancoaat, ha disqui ar pes ne ouzont quet.

G. Petra so quos dan dar vuân an dizurso a ren er Gristenès ?

R. An ignoranç eus ar Religion gristen.

PROFIT.

1.° Exhorti ar vugale da veân assidu er C’hatechis, hac o zud do digaç.

2.° Disque an excelanç, an necessite, hac an avantajo eus ar C’hatechis.

3.° Jesus-Christ hac e ebestel o deus catechiset.

4.° Disqui dar vugale penos en em gomporti quent, ha goude, hac ênpad C’hatechis.


II QUENTEL

Voar sign ar Groas.

G. Gred sign ar Groas en Brezonec ?

R. En hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel ; evellen beet groët.

B2