Pajenn:Catechis, 1815.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
Catechis.


G. Petra ra Doue en Ifern ?

R. Punissân eternellamant ar re daonet.

G. Petra ra Doue er Purgatoar ?

R. Punissân evid un amser ar re so maro en stat a c’hraç ha dleourien dar justiç divin.

G. Petra ra Doue er Barados ?

R. Recompansi da virviquen arre evurus.

G. Hâc en so Doue ive amân presant ?

R. Ya sur.

G. Perac eta ne voelomp-nîn quet aneân ?

R. Abalamour ma eo eur Speret pur, nên deus quet à gorf evid beàn guelet.

G. Нac en a gleo, hac a oel a c’hanomp-nîn ?

R. Ya, clevet a ra tout, guelet a ra tout betec ar sougæsono secretân dimeus hon c’halon.

PROFIT.

1.° Ar sonch a bresanç Doue, remed excelant ous ar pec'het.

2.° Doue presant particulieramant en Ilis.


II Quentel.

Voar ar Gredo.

Suit eus ar 1 Art. An Tad oll galloudec, etc.

Myster an Dreindet.

G. Perac e leret-u, Doue an Tad ?

R. Abalamour ar c’henta Pherson eus an Drindet a so hanvet Tad.

G. Perac e-ân hanvet Tad  ?

R. Abalamour men deus eur map egal dean.

G. Perac e leret-u, an Tad oll galloudec  ?

R. Abalamour e c’hallout so infinit.