Pajenn:Catechis, 1815.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
Treguer.


G. Pet pherson so en Doue ?

R. Tri, an Tad, ar Map, hac ar Speret Santel.

G. An Tad, ac-en so Doue ?

R. Ya, an Tad so Doue.

G. Ar Map ac-en so Doue ?

R. Ya, ar Map so Doue.

G. Ar Speret-Santel ac-en so Doue ?

R. Ya, ar Speret-Santel so Doue.

G. Tri Doue int-y ?

R. Salocroas, nen dint o zri nemert ar memeus Doue.

G. Perac an tri Pherson divin-se nen dint nemert ar memeus Doue ?

R. Abalamour no deus o zri nemert ar memeus natur divin, pe ar memeus divinite.

G. Pehini anè o zri eo ar c’hossân, hac ar puissantân ?

R. Egal int o zri en peb tra.

G. Penos e c’hell c’hoarveout ma int unan ha tri assembles ?

R. Eur Myster eo a dleomp da gredi ha da adori, ep gout penos e c’hell c’hoarveout.

G. Leret din bremân petra eo an Drindet ?

R. Un Doue en tri Pherson distinct, an Tad, ar Map, hac ar Speret Santel.

G. Gred un act à fe voar Myster an Drindet ?

R. Mên a gred ferm tri Pherson en Doue,
О zri distinct an eil deus eguile,
An Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel
Er greden-se e tesirân mervel.

PROFIT

1.° Myster an Drindet hac ar Mysterio all a so dreist ar ræson, mæs non pas contrœl dar ræson.

B4