Pajenn:Catechis, 1815.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
Treguer.


G. Pet sort Æle so ?

R. Daou sort, droug Æle, hac Æle mat.

G. Petra ra an droug Æle pe an droug sperejo ?

R. Tourmanti arre daonnet en Ifern, ha tenti arre veo voar an doüar.

G. Petra ra an Æle mât ?

R. Meuli Doue en Eên, ha cavet sourci ac’hanomp.

G. Piou eo an Æl particulier en deus sourci a bep hini a c’hanomp ?

R. An Æl Gardien.

G. Petra displich muân dan Æl Gardien ?

R. Ar Pec’het.

PROFIT

1.° Trugarecaat Doue d’hon bean croüet hânval outân, hac evid jouissân aneân.

2.° Respeti imach Doue enomp hon unan, hac erre all.

3. ° Respeti presanç on Æl Gardien, ha beân devot deàn.


IV Quentel.

Voar ar Gredo.

2 Art. Hac en Jesus-Christ e Vap uniq hon Autrou

Myster an Incarnation..

G. PEtra signifi ar c’homso-se hac en Jesus-Christ e vap uniq ?

R. Dalaret eo e credan ive en Jesus-Christ.

G. Perac eleret-u, e vap uniq ?

R. Abalamour nen deus nemert Jesus-Christ a ve dre natur map da Zoue.