Pajenn:Catechis, 1815.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
Treguer.


G. Pellec’h emân bremân Jesus- Christ ?

R. Evel Doue emân dre oll ; evel Doue ha den assambles emân er Barados, hac en Sacramant an Auter.

G. Perac e-ân hanvet Salver ?

R. Abalamour men deus sauveteet a c’hanomp dre e varo var ar Groas.

G. Cals a obligation eta hon heus da Jesus-Christ ?

R. Allas, panevert-ân e oamp oll collet.

G. Piou en defoa collet a c’hanomp-nîn ?

R. Hon Tad quenta Adam er Barados terrestr.

G. Petra eure Adam ?

R. Dibri un tam aval.

G. Perac e voa pec’het deân dibri un tam aval ?

R. Abalamour ma oa difennet outân gant Doue.

G. Gred un act a fe voar Myster an Incarnation ?

R. An eil Pherson eus an Drindet Santel,
Ar Verb divin, Map an Tad eternel,
A gredân ferm a so en em c’hroet den,
Ma esperanç a so ennân epquen.


PROFIT.

1.° Trugarecaat Jesus-Christ dimeus e Incarnation, hac ober aliès acto a fe voar ar myster man.

2.° Cazout ar pec’het marvel pehini so bed caus da valeur Adam, hac ar bed-oll.

3.° Explicân ar suito fall eus ar pec’het originel.

————