V Quentel.
Voar ar Gredo.
3 Art. Pehini so bet concevet dre c’hraç ar Speret Santel, so bet ganet deus ar Voerc'hes Vari.
Conception ha Nativite hon Salver.
G. PE da dê e eo concevet hon Salver ?
R. Ar bempet de oarnuguent a vis meurs, de oel an Annonciation.
G. Pellec’h oa ar Voerc’hes pa goncevas hon Salver ?
R. En Judée er guer à Nazareth.
G. Sant Joseph hac en so Tad naturel d’hon Salver ?
R. Salocroas, nende nemert e dad maguer.
G. Penos en deus gallet ar Voerc’hes beân mâm ha Guerc’hes assembles ?
R. Quement se a so eur miracl a buissanç Doue.
G. Pegouls e oe ganet hon Salver ?
R. Noz Nedelec da anter-noz.
G. Pellec’h e oe-ân ganet ?
R. Er guer a Vethleem en eur c’hraoüic dister.
G. Pe da de e oe-ân circonciset hac e commanças scuill e voat evidomp ?
R. An de quenta ar bla, eis de goude ma oa ganet.
G. Pehano a oe roet deân ?
R. An hano a Jesus, da laret e Salver ?
G. Pe da de e oe-ân adoret gant ar Rouane ?
R. De oël ar Rouane, ar c’hoec’hvet a vis Guenver.